Red mat e vezo d’in mont buanoc’h gant va labouriou all kement all a draou a zo da ober aman.
Dibuna ar gloan a rankan breman. Aesoc’h e teuio an dra-ze ganen eged ar ribotadenn.
(Mont a ra da gerc’hat daou vloue gloan ha diou gudenn. Ar bugel a c’harm. En eur vont ha dont, Yann a gomz.)
Mab bras e dad eo, ya ! ya !… Hennez a zo paotr mat, ya ! ya !
(Ar bugel a ouel bepred. Mont a ra Yann er maez.)
Graet e vezo dans a-bik d’ezan ?
Alo ! kouskomp breman !
(Dont a ra Yann war e giz. Ar bugel a ouel adarre.)
N’out ket evit stanka da c’henou, lampon fall ! Prest em bije tra a-walc’h da ober o chom war da dro-te !
Asa penaos e rin-me da zibuna ar gloan-man ? Daoust pere eo ar re zibunet ; pe ar c’hudennou pe ar bloueou ? Me a gredfe a-walc’h em eus kudennou da ober gand ar bloueou-man.
(Freuza a ra ar bloueou, ivar eur gador.)
Asa ! breman e rankan kaout eur banne, n’eus ket da lavarout nann !
(Diskarga a ra eur werennad, pa glev unnek eur o seni.)
Dek, unnek !… Unnek eur o seni ha va fatatez da gignat, va flouz da denna, va c’haol da zastum, va moc’h da verenna, va dour da vervi, va laez da zigoavenni, va zi da skuba, ha… hag… hag a-benn eun hanter eur aman eman Janed war va choug !