Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/119

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 117 —

Petra 'rin-me, vit mont buana ? Lakat boued d’ar yer…

(Mont a ra er maez o c’hervel.)

Bouti ! Bouti ! Bouti !…

Breman ez an da gignat patatez. Ze ne harzo ket ouzin. Gwechall, er zervich, ne ’m oa ket va far da beilhat patatez.

(Tapout a ra patatez, en eur baner.)

Gwell eo d’in c’hoaz lakat dour war an tan !

(Degas a ra eur gaoter da greiz an ti.)

Ba ! ba ! ba ! pelec’h eman va spered ? Digoavenni laez eo tremen poent d’in ober !

(Tapout a ra eur bodez hag eur gloge pe eul loalaez hag ez a en e gluch da c’honeza war ar c’hoavenn. Souden, o sevel, evel eun tenn).

Asa ’velato ivez ! ankounac’haet em eus sellout hag hen e oa ar vi gant ar yar velen ha klask neiz ar yar vriz !… Ha va fresou n’int ket frotet !…

(Bep komz ez a ’vit mont war eun tu bennak. O chom a-zav.)

Sell ! ha va flouz n’int ket tennet ! Met, va c’haol a zo ivez da gerc’hat ! D’eomp da gerc’hat kaol ! D’eomp da gerc’hat kaol !

(Ar bugel a c’harm.)

Tu ! tu ! tu ! tu ! tu ! n’em eus ket amzer ; n’em eus ket amzer da luskellat !…

Sell ! va zi am eus lezet da skuba !

(Unnek eur hanter a zon.)

Unnek eur hanter ! ’Benn…’ benn… ’benn dek munut ema Janed war… war… war… war va choug !.. Ma pozfen an orolaj, da vihanan ?

(Tapout a ra neuze an torchouer da frota ar presou ! Kerkent e krog er skubelenn da skuba met an traou holl a zo laket gantan a-dreuz e kreiz an ti. Teurel a ra e skubelenn hag e tastum a-vriad an traou en eun tu ; an dour a skuilh ; ar c’haol a gouez a-stlabez gantan. Skuba a ra.)

Biken ne vezin prest e koulz !

(Ar bugel a c’harm.)

Digor da c’houzoug ’ta !

(Klevout a ra trouz treid)