Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/122

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 120 —



Diskan

Kenavo d’eoc’h, gwir Vretoned,
Bleunia a ra al levenez,
E pep kalon, ouz ho kwelet,
Enor d’eoc’h c’houi ha trugarez !


II

Sonet hon eus, breudeur karet,
’Vit hada joa, pellaat glac’har,
Ha deski d’an dasson [1] laret
Ez eus Breiziz war an douar.


III

Ez eus, er bed-man, eur vro gaer,
Tud vat ha kalonek enni
Hag he deus taolet he splannder,
War hent an enor, hep fazi.




Ar C’haner
Doue ra viro Breiz, en he c’haer, da virviken !
An Diskanerien
Ha ra viro Breiziz, war roudou o zadou, atao, atao !


————
  1. Dasson pe hegleo a zo henvel; an eil ger, ma kaver gwelloc’h, a c’hell beza kemeret e lec’h egile.