Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/16

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —


AN ALARC’H [1]
————

En amzer-ze e oa distag-kaer Breiz ha Bro-C’hall an eil diouz eben. Breiziz a oa mistri en o bro hag ar C’hallaoued en o hini, met brezel a oa e Breiz, tri bloaz war-nugent a oa, etre diou gostezenn, hini Yann Vontfort hag hini Charlez Bleiz, harpet, ar genta anezo, gand ar Zaozon hag eben gand ar C’hallaoued, o klask gouzout piou anezo o daou a zougje kurunenn Breiz, warlerc’h an Duk Yann III, marvet disher, d’an 30 a viz ebrel 1341.

Kostezenn ar Vontforted a jomas an trec’h ganti d’an 29 a viz Gwengolo 1364, pa voe lazet Charlez Bleiz, du-hont, war lanneier Alre, harp e Keranna.

Siouaz, trec’het war dachenn ar brezel, enebourien Yann Vontfort a labouras, dre zindan, hag a lakeas ar Vretoned d’en em zevel a eneb o duk, a rankas mont d’an harlu da Vro-Zaoz. Nebeud bloaveziou goudeze, pennou bras Breiz, pa weljont edo o bro o vont da veza staget ouz ar Frans, en em unanas hag a gasas eur c’hannad da Vro-Zaoz, da bedi Yann IV da zistrei : ober a eure e ziskenn e Dinard d’an 3 a viz eost 1379, da lavarout eo breman ez eus 550 vloaz, e kreiz ar bleuniou hag ar meuleudiou : Bretoned a bep renk a ziredas d’e zaludi. Intanvez Charlez Bleiz, Janned Penteur, hec’h unan, e giniterv-gompez hag e enebourez touet, betek neuze, a deuas da zaoulina dirazan hag a roas evelse eur skouer hep par o lakaat silvidigez ar vro da dremen a-raok pep tra hag eus an eil menez d’egile e klevjod o tregerni ar c’han-man, kan an alarc’h :



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \override Rest #'style = #'classical
      \autoBeamOff
      \tempo \markup {\italic "Tempo di marcia."}
      \time 2/4
      \partial 8*1
      e8 a b c r | a4 gis8 gis | \time 2/8 a8 e | \time 2/4 a8 b c r | a4 gis8 gis
      \time 2/8 a8 c | \time 2/4 c8 d e8. e16 | d8. c16 c4( | b2) | a8 b c b16 a
      a8 gis16 gis a8 r | e4\fermata r | a8 b c b16 a | a8 gis a4_\fermata \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Eun a -- larc’h, eun a -- larc’h tre -- mor, Eun a -- larc’h, eun a -- larc’h tre --
      mor, War lein tour moal kas -- tell Ar -- vor_! Din_! din_! daon_! d’an em --
      gann, d’an em -- gann, o_! Din_! din_! daon_! d’an em -- gann ez an_!
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #150
  }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 110 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }
  1. Alarc’h = cygne, e galleg.