Eun alarc’h, eun alarc’h tremor,
Eun alarc’h, eun alarc’h tremor,
War lein tour moal kastell Arvor !
Din ! din ! daon, d’an emgann, d’an emgann, o !
Din ! din ! daon, d’an emgann ez an !
Neveenti vat d’ar Vretoned,
Ha malloz ruz d’ar C’hallaoued !
Erru eul lestr e pleg ar mor,
E oueliou gwenn gantan digor ;
Digoueet an Aotrou Yann endro,
Digoueet eo da ziwall e vro ;
D’hon diwall diouz ar C’hallaoued,
A vres gwiriou ar Vretoned.
Ken e laosker eur youc’hadenn
A ra d’an aod eur grenadenn.
Ken e tasson meneziou Laz
Ha ken e trid ar gazeg c’hlas.
Ken e kan laouen ar c’hleier
Kant leo tro-war-dro, e pep ker !
Deuet eo an heol, deuet eo an hanv,
Deuet eo en dro an Aotrou Yann !
An Aotrou Yann a zo paotr mat
Ker prim e droad hag e lagad.
Gand e gleze ker krenv e tarc’h
Ken e taouhanter den ha marc’h.
Neb a drouc’h ’vel ma trouc’hez-te,
N’en deus aotrou nemet Doue !
Dalc’homp, Bretoned, dalc’homp mat,
Arzav na truez, gwad ouz gwad !
Skrigna ’ra bleizi Breiz-Izel.
O klevout embann ar brezel ;
O klevout ar you e yudont ;
Gant c’houez ar C’hallaoued e reont.
Paotred Bro-C’hall, ’lec’h ma kouezint
Betek deiz ar varn e kouskint.
An diveradur eus ar gwez
’Ray dour benniget war o bez !