Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/25

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —

I

    A bep tu, em eus redet,
    da glask an eurusted,
da glask labour, da c’hounit va bara
    Met d’ar gêr pa zistroan,
    En c’halon e tanvan ar blijadur,
al levenez vrasa.
    Pa deu ’n avel da c’houeza,
    ar mor da eonenna,
Pa ziroll an holl drougou er goanv,
    O ! nag eo dudius,
    chom er goudor, kaer, eurus,
Em zi bihan ker karantezus.

-: Diskan :-

O ! me da gar, ti va zadou
Muioc’h eged an holl denzoriou
Karget laouen a sklerijenn
Ti Koz, te zo ’vel eur baradoz.

II

    Ro digemer d’ar bugel
    dizroet d’e gavel,
ro d’in nerz, deus da floura va c’halon !
    Me wel aze, dem-guzet,
    Va c’hadorig vourret
he divrec’h astennet warzu ennon.
    An horolaj o seni
    a sko ’vel kaniri
hag a laka va gwad holl da virvi.
    O ! va zi benniget
    da vousc’hoarzou entanet
a laka da dridal va spered.

Paotr Tréouré.