Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —



Hen. — Pa zeu ar bed holl da devel,
             Na kaer eo klevout o sevel
             Mouez ar c’hloc’h, ker c’houek e vennoz
             Pa zon e Angelus d’an noz.

Hi. —  D’hol labour tenn roomp arzao,
             Hah en dachenn hon-daou war zao
             Meulomp Mari a vouez uhel,
             Evel m’he meulas an Arc’hel.

Hen. — Hon-daou, te ganen, me ganez,
             Stouomp dirak hor Rouanez,
             Gant he Doue krouet dinamm,
             Gantan dibabet evit Mamm.

O daou. — « Salud, o Mari, leun a c’hras,
             Dreist an holl, Doue ho karas ;
             Salud, o Mari, leun a beoc’h,
             An Aotrou Doue ’zo ganeoc’h.

             Dreist ar gwragez oc’h benniget,
             Rak Mab Doue hoc’h eus douget,
             Ha Jezuz, o kaerat ano,
             Morse da ren ne ehano.

             O Santez Mari, Mamm Doue,
             Mamm ho Krouer hag ho Roue,
             C’houi an hini a zaludomp,
             Pedit-Hen bepred evidomp.

             Pedit, Mamm druezus meurbed,
             Evit holl bec’herien ar bed,
             Breman, e-kreiz ar stourm garo,
             Ha dreist-holl da eur ar maro. »

Hen. — Ha pedet ganeomp hor mamm ger,
             Dienkrez baleomp d’ar ger,
             Ouz Mari neb en em erbed.
             A c’hell bale heb aoun ebed.

Hi. —  Gant he Mab Jezuz ha ganti
             E vezo diouallet an ti ;
             En o c’haloun, en o envor,
             E tougont bugale Arvor.

J. L’HELGOUALC’H.