Hi. — M’ho trugareka, servicher, (2 w.)
’Meus defot avalou, na per,
Dam da ram da la da,
M’ho peus arc’hant, mirit int-i,
Dam da ram da la di.
Hen. — Livirit d’in ta, va mestrez, (2 w.)
C’houi ’gemerfe priedelez ?
Dam da ram da la da,
Ha c’houi ’gavfe aes dimezi
Dam da ram da la di.
Hi. — Dimezi a zo trubuilhus (2 w.)
Eur plac’h yaouank ’zo ebatus.
Dam da ram da la da,
Eun den yaouank ’zo dizoursi,
Dam da ram da la di.
Hen. — Ma chomfe an holl tud yaouank (2 w.)
Ar bed a vefe kalz re frank
Dam da ram da la da,
Red mat eo d’an dud dimezi
Dam da ram da la di.
Hi. — Nag a bed hini ’vez gwelet (2 w.)
Er briedelez enkrezet
Dam da ram da la da,
Ha ganto gwall verr ar peuri
Dam da ram da la di.
Hen. — Ken’vo va mestrez, a laran, (2 w.)
Houman eo va c’homz divezan,
Dam da ram da la da,
Birviken n’en em welimp mui
Dam da ram da la di.
Hi. — Deuit, gounezet oun, m’hen tou, (2 w.)
Va dousig koant, gant ho komzou,
Dam da ram da la da,
Ma ’z aimp hon daou da zimezi
Dam da ram da la di.