Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/66

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —



6

Ar pevare, eur c’hrak-aotrou,
’N doa poan o tougen e vragou.


7

Ar pempet, eur martolod koz,
Eur reder merc’hed deiz ha noz.


8

Ar c’houec’hvet, Yann ar mesaer,
Godell c’houllo, kalon dener.


9

’C’hellit kredi, paotr an denved
A c’hounezas kalon Janed.


10

Merc’hedigou, kanit eta,
Klaskomp karantez da genta.


11

Gwell eo karantez ’leiz an dourn
Eged aour melen ’leiz ar fourn


12

Rag an aour melen ’vez rannet,
Hag ar garantez ne vez ket.


————