Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/69

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —


An durzunell
————

Ar zon-man a zo bet kanet ha diskanet gwechall e kement pardon, foar ha marc’had a oa e Breiz-Izel : an ton a zo aes da zeski ha kaer kenan.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \key f \major
      \autoBeamOff
      \override Staff.Rest.style = #'z
      \time 2/4
      \partial 8*1
      a'8 f a c c | d([ c]) c \breathe a16 bes \break
      c8([ bes]) bes g16 a | bes4 c | bes8 a g\fermata a \break
      f a c c | d([ c]) c \breathe a | \time 3/4 c8 bes a4 g
      \time 2/4 f8 c' c bes | a4 g | f r \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Kalz am -- zer am eus kol -- let, ti ra
      di lan ti ra da la la la la Kalz
      am -- zer am eus kol -- let o fur -- chal ar c’hoa --
      jou o fur -- chal ar c’hoa -- jou
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
  }
  \midi {}
}
\header { tagline = ##f }


Kalz amzer am eus kollet
O furchal ar c’hoajou
’Vit sourpren an durzunell
Kousket war ar brankou,
Skoaziet em eus va fusul
Met tennet em eus fall,
Tec’het eo an durzunell,
Ha nijet er c’hoad all.

Diouz an noz hag ar mintin
’Klevan al laboused
O kana, o fredoni,
Da veg ar gwez pignet,
Ha n’eus nikun anezo
A bikfe va c’halon
Evel mouez an durzunell
O ouela d’he mignon.

Hirvoudi ra noz ha dez
Gand ar boan, an anken,
’Vel eur paour kaez intanvez
Kollet ganti he den.