— 68 —
Hekleo he mouez klemmus
A red dre ar c’hoajou,
A zo meurbed poanius
D’an holl labousedou.
— Petra, turzunell yaouank,
A dourmant da galon ?
— Kollet em eus, emezi,
Va fidela mignoun !
Ma na deu ar chaseour
D’ober d’in-me mervel
Me varvo gand ar glac’har
D’am mignon koant fidel.
N’eus na louzou, na souten,
Na frealzidigez
Gouest da barea souden
Gouli va c’harantez.
Trec’het oun gand ar glac’har ;
Mont a ran da vervel,
Met ne varvin ket kountant
Ma ne varvan fidel. »
Gwelet em eus o vervel
An durzunell yaouank
Disec’het piz he c’halon
Gand ar boan, an tourmant.
En he huanad diweza
He deus c’hoaz lavaret :
« Kenavo, mignon fidel ! »
Raktal eo tremenet !
Melezour sklaer ha gwirion
Eus ar wir garantez,
Ha ne gaver e kalon
Ar yaouankiz direiz.
— Nann, nann : ne varvin laouen
Ma ne varvan fidel.
Ha biken ne zizonjin
Maro an durzunell.
|
————