Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/72

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —



VII

Pa oan o vont war an treujou
’M eus diaozet e gosteziou,


VIII

Me eus kroget e penn e fri
Hag hen taolet ’n tu all d’an ti.


IX

Ha deut ar big en eur gana
Da gonta e pe stad e oa.


X

Edo ’r golvan ouz her chokat,
Ar penn-glaou ouz her pigosat.


XI

Me yeas da glask eur vaz kelvez
Da skei war an evned gouez.


XII

Tapet va den em zavancher,
Me deuas prim gantan d’ar ger.


XIII

Eur votez ’m eus karget a foenn
Ha laket enni va zamm den…


XIV

Laket ar votez ’korn an tan
Aze vo kaer d’am den bihan.


XV

An tan en deus kroget er foenn
Hag e rostet raz troad ha penn.


XVI

’M eus hen paket war an oaled
Va zargaz en deus hen debret.


XVII

Breman setu me intanvez
Prest adarre d’ober al lez !

Bleiz Kamorz, Dihunamb.