Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/74

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —



7

Laouik a zo karantezus,
Eur poanier mat, eun den nerzus ;


8

Met egile en deus arc’hant :
Setu ’n werzet Tina goant !


9

Laouik ’ gomze a garantez
Egile gomze a zanvez :


10

Gant dilhad kaer, arc’hant hag aour
E c’hounezas ar plac’hig paour.


11

Va malloz rus war ar madou,
A dro pennou ar merc’hedou.


12

Gwell eo karantez leiz an dourn
Eged aour melen leiz ar fourn.


————