Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/76

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —



Da glask dour e voen kaset,
Gand eur podig pri torret ;

Gand eur podig pri torret
Hag eur c’hoz sailh didalet

Va rozell ha va spanell
A oa c’hoaz er c’hoad a-bell.

Va bleud ’oa e Gemene,
Ha va c’hoad e Kemperle.

Ha pa laken kig er pod,
Em boa eun askorn d’am lod ;

Me ’n em gave, c’hoaz, ervat
O chom en ti d’her c’hrignat.

Rak alies, ’vel ar c’hi,
E ven skarzet eus an ti !

Pa ’z een da frita viou
’N deveze dek ha me daou !

Setu, tudou, ar vuhez
A renan em ziegez.


————