Disul o tont eus an of’renn (2 wech)
Sailh ar c’hi du, landigedon,
Er pod dienn, lanliron.
Arru ar mestr e kreiz an ti,
Hag e c’houlenn, landigedon,
P’lec’h man e gi, lanliron.
Ar mestr a lar d’ar vesaerez :
— Krog en e lost, landigedon,
Tenn hen er mêz, lanliron.
Krog en e lost ha lip e benn,
Rak pec’hed eo, landigedon,
Koll an dienn, lanliron.
— Tavit, ar mestr, na ouelit ket
Chas du a-walc’h, landigedon,
A vo kavet, lanliron.
Chas du a-walc’h a vo kavet,
Met ken desket, landigedon,
Ne vezo ket, lanliron.