Pajenn:Tanniou Goël Yann.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Tanniou goël Yann
————


Nan ! Breiz-Izel na n’eo ket maro ! Na n’eo ket maro c’hoas ar vrô-goz ! Beo a eo c’hoas ar goad enn he c’halon, evel tanniou goël Yann war an tossennou.

An noz a zo krog da ziskenn : an tantet a zo prest, war blaçen ar bourg ; planted’zo bet eur berchen enn he greiz, ha deuz beg ar berchen a zo bet, staguet eur boket bleuniou. Pep hini a neuz roet he fagoden : ar pinvidig a n’euz digaset eur zamm skillou, hag ar paour he vec’h raden sec’h. Gwech-all, mêmes, ma m’euz zonj, pa oant eunn tammik kanfart, a m’euz laëret alies a voud lann da vern ar fornier. Marfat an aotrou Sant Yann a neuz aboé pardonet d’in

Zilaouit ! emân bremân er c’hleier o sôn ; dor vraz an Ilis a zo digor. Gwisket evel evit ar goëliou bers, ar person a zeu emez en eur ganân, ha, war he lerc’h, ar bobl oll, paotred ha plac’hed, koz ha yaouank, ha hadlavar ar gan war un ton joaüs.

Arru e ar brocession dirag an tantet. Eur sklerijen vraz a lamp da gad an env, skanv ha laouenn. An oabl a zo evel digoret. Ha na n’euz ket eur bourg enn Breiz, enn pehini d’ar moment se na ve ket goëlet tan goël Yann o c’hijan he benn ruz, enn kreiz an noz sklerijennet.

Enn amzer hon zadou koz, e vije gwelet kement-all war meneïou an Ekoss pe war rec’hel an Irland ; Pep den nerzus oa’bars er vrô a gemêre neuzé he gleve pe he falc’h, ha dre an nôz a bartie da gaout an tanniou vit goud pelec’h e oa brezel. Breman ive tanniou goël Yann a lavar da vreiz oll kemer he falc’h mes evit brezel an ed daro, ha war lerc’h ar brezellerien an irwi n’em c’holo a damoez…

Dewit eta, tanniou goël Yann, ha roït kalz a ludu, ma nevo pephini he damm, vit hen meski gant he deil ha kaout c’hoas er bloavez a zeu ken kaër gwiniz’vel er bloaz-man ! Ha c’houi, Breizaded, va broïz, miret oll ho kiziou koz ! C’hadet war ho parkou ludu Sant-Yann. Ma na ra ket a vad, na reïo ket ivez a drouk.

A.B.