Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AVIEL
REVÉ
ST. MAHEU.
————
Pennad I.
IVR a rumadigueah Jesus Chrouist, mab David, mab Abraham.
2 Abraham e oé tad Izaac ; hag Izaac e oé tad Jacob ; ha Jacob e oé tad Judas hag é vredér ;
3 Judas en doé bet Pharez ha Zara a é brièd Thamar ; Pharez e oé bet tad Esron ; Esron tad Aram ;
4 Aram tad Aminadab ; Aminadab tad Naasson ; Naasson tad Salmon ;
5 Salmon tad Booz ha Rahab ; Booz en doe bet Obed a Ruth ; Obed e oé tad Jessé ;
6 Ha Jessé e oé tad David hag e oé bet roué ; er roué David e oé tad Salomon dré er voés e oé bet prièd Uri.
7 Salomon tad Roboam ; Roboam tad Abia ; Abia tad Aza ;