Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/41

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
ST. MAHEU.

28 Ha pe oé deit en tu arall d’en poull-deur é brô er Jerasanèd, deu zén dalhet guet droug-sperèdeu péré a zehé a ziar er béhieu, ha quen goal droug ne grédé dén trémen dré en hent-zé, e ziambrougas anehou.

29 Ha chetu ind hum laquas de huchal, én ul laret : Petra e zou étré ni ha hui, Jesus Mab Doué ? Ha deid-oh amen d’hun harassal araug en amzér ?

30 Mæs bout e oé tost doh-t-hai ino ur vanden vras a vôc’h de vouitad.

31 Hag en droug-sperèdeu e bedas anehou, én ul laret : Mar caret hun casse quit, lézet hun monnet ér vanden môrc’h.

32 Hag ean e laras dehai, Quêrhet : ha pe oent oeid quit, ind e yé er vanden môrc’h : ha chetu en ol vanden môrc’h e ridas guet frouden a ziar er lué d’en dias er môr, hag e varhuas en deur.

33 Nezé er vugulion en n’hum laquas de redec, ha pe oent oeid é kær, a larant pep-tra, hag er péh e oé digoéhet d’er ré e oé dalhet guet en droug-sperèdeu.

34 Ha chetu ol dud kær e ziarbennas Jesus, hag arlerh en dout huélet anehou, ind e pedas anehou de bellat a zoh hou brô.