Pajenn:Testamant ar vam goz - Ledan.djvu/10

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10



Ur vestres coant ameus en he zi o cluchan,
Zo hir ha ber, ha teo ha moan,
Hac a fel dei dre fors ma c’havet da briet,
Nemedi qet d’am grat, na ne goulennàn qet.

Gouscoude e deveus fêçon vad,
En he fri so tri troatad,
En he daoulagat tri raouen,
Ha peder just en he dent.

Evit he g’enou charmant so terrupl dereat,
Nemet betec he diouscouarn ne bad,
He sellou a so attirant
Evel ur bern coc’h en ur pôt-cam.

Elec’h na ve hini nemerti
Ar goanta ê, mar credit din ;
Pa na gomsàn outi avichou,
E ve qeit he musellou
Evel lost ar c’has var an treujou.

Ar plac’hic-mâ pa ya d’an danç
A so leun a gonseqanç ;
Qer qare eo hac ur variqen,
Croug’et e ven qent ma e c’haren.

Compagounes, mar em c’hredet,
Me a so bet teir guech demeset :
Da g’enta em boa ur plac’h yaouanq,
Hounes na voa na vil na coant.

An eil a voa un intanves,
Ha na voa nag ês na dies,
An drede a voa ur gos grac’h,
Na ne voa na clàn na yac’h.

Er bla qenta ma temesis,
E voa meularjes er c’horaïs ;
An eil bla ma voan demeset,
E voa ar Pasq bras da Nedelec.