Pajenn:Testamant ar vam goz - Ledan.djvu/13

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13


Nen deus qet a guinegr nag heol gante,
Mes dour beol a so larg’ente.

Compagnunes, va excusit, me ho ped,
Rac evit servicha certen na ouson qet ;
Qenta qentel am boe biscoas
A voe scrifet gant avalou poas.

Ha na zesqis nemet diou liseren
Adalec va lein bete va meren ;
Hac e larent oll din ar scolaerien,
Birviqen ne rajen nemet ur vouriqen.

Ar vagabonet-se a voa inoçantet,
E laret un dra na ouient qet ;
Gouscoude e voan seiz sisun pe eur mis
Abars biscoas netra ma ouiis,
Pini a voa anaout pen an asen,
Qender-gompes d’an oll dut scolaerien.

Racse na vesit qet den soueset,
Cals a dut a vez alies tromplet,
Gant eur c’hravast hep monet pelloc’h,
Nen deus netra tout er bed-màn dificiloc’h.

Mar gousoc’h ar fêçon, respontit propr,
Ha lavarit pe ben d’ar c’hravast a ya aroc ;
Serrit ho qinou, pa ho pedàn,
Brêmàn ar guel studia a ràn.





Pedervet Qentel.

Ouc’h oac’h dibales dious Paris,
Lantiguen eol decot ilis diflo :
Evit al latin-mà ne ententet qet,
Selaouit oll e bresonnec,
Hac e clefot e ber gomzou
Publia an ordrenançou.