Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/107

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 103 —

En queit a ma chommin er bet-man en bue,
Nen deus pap all ebet na ne vezo james.

Ar C’henta Cardinal.

Effrontet out meurbet dont da lavaret se,
Te nan dout quet capabl da veza er garg-se :
Aboe mout commancet da c’houarn, ze so scler
Nen deus urz vat ebet ebars en nep cartier.

Ar Pap faus.

Penos, ine collet, den fal ha milliguet,
Te eo bet ar c’henta en deus ma recevet
Da Pap er ker-man, ha lamet eguile ;
Ha breman e fel dit beza deus e goste.
Me zo lequet da Pap ha ne quitaïn quet :
En espet dec’h me vezo Pap bepret.
Dre eur valiç e fel dec’h ober ze,
Eur c’hrim a gri venjanç ouz an Autro Doue.

Ugen, ar guir Pap.

Ma mignon, me voa ar Pap, nan deut quet da facha,
Rac me nan don quet cos mar doc’h deut dar guer-man,
Rac commandet eo evel ma voan lequet
Gant Doue dont arre d’am plaç evel bepret.

Ar Pap faus.

Sellet an effrontet, ar c’hoquin didalve,
Penoz e fel dezan ma lemel evel se !
Gant ta gontadello, dre eur valiç ouzin,
E fel dit dont em plaç evit ober mez din.

Ar C’henta Cardinal.

Eman a zo choazet, ya gant guirionne,
Da veza gouarner ha viquel da Zoue,
Gant ar seremonio a zo accomplisset
Pa ve election evit choas ar Papet.

Ar Pap faus.

Hac eur c’hoste oc’h oll ; mes evit quement-se
Me ne guitaïn quet ma offiç couscoude,
Ha me a lavar dec’h penos ne gleyac’h quet
Donnet d’am attaqui evit eur sort sujet.

Ar Guir Pap.

Penoz, hac e fet dec’h chom da Pap evel se !
C’honi zo eur chismatiq, consideret en ze,