Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/115

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 111 —

Quement en deveus groet bars en eur balanso.
Ma lacas an Diaoul evit bezan poezet
An oll pec’hejo tout en devoa commettet.
Ma commanç sant Frances neuze en em ouagna.
Allaz ! e œuvro mad, sivoas, nan dint netra.
Querc’het e voe ar plouz, hac e glac’har poezet,
En antier er balanç m’ho deveus gonezet.
Rac se, me ho suppli, sonjet en quement-man,
Ha tachet da zonnet bepret d’ho imitta,
Ha me a bromet dec’h e vezet eveltan
Evrus ebars en êe en ho heur divezan ;
Rac aliez a voech e quever raportet,
Evit neubeut a dra tud a zo bet salvet.
Rac se, covesset deus a greis ho calon
Da veza offancet Jesus, roue an tron.
Et betteq eun Ermit a zo aont en draouyen,
Enez a roïo dec’h, assuret, pinijen :
Sulvuin a binijen ontan a c’houlennet,
Neubeutoc’h ho pezo, an dra-ze me bromet.
Adieu eta, ma map, me a bedo Doue
Ma vezet evurus gantan ebars en êe.

(Poquet a ra dezan hac e sorti.)

————
Sant Guillarm hac e suit a ya da gavet an Ermit :
squei a ra var an or.

Ma zad, me ho suppli, ma sicouret breman,
Ma sicouret, m’ho pet, d’en em gonvertissan.

An Ermit.

Na piou a zo aze a fel dezan antren,

Sant Guillarm.

Ar C’hondt deus a Boëtou a fel dezan antren,
Ma zad, mar plich guenec’h, da ober pinijen.

An Ermit.

Nen deuyo quet aman, an dra ze m’er promet,
Eun den eo hac a zo bet excumunuguet.