Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/12

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —

Penos e teu da choqui eun den evel d’hon-me.
Abalamour da ze, assuret, te ranco
Goerza tout en antier ho tier ha querrio ;
Ma n’a rez quement-se m’em bezo da vue,
Me ha tisco da vlam eun den evel d’hon-me.

An digentil.

Autro, m’ar commandet me raï ho polontez,
Me voerzo en antier ep cavet tam truez.

Ar C’hondt.

Men bezo da vuez ma n’a rez quement-se.
Me vel arru ma Fach, eun dra zo a neve.
He bien ! ma Fachic, petra en deus lavaret
An Autro an Escop ? Ha me zo refuzet ?

Ar Pach.

Ya, tout en antier, quement a c’houlennet.
Lavaret en deus din n’a roï quet eur guennec.

Ar C’hondt.

Avoalc’h eo quement-se, me a ya betec enne,
M’ho rento glac’haret, assuret int a ze :
Ha c’houi oll assamblez a renco dont guenez,
A nep a boeltrono men bezo he vuez.

(Ar C’hondt a sorti.)

————
Ar Banquier a lavar d’ar Senechal.

Autro ar Senechal, me deu betec ennoc’h
Evit eun tamic affer pehini a gontin deoc’h.
Ar C’hondt deus a Boetou zo bet ho clasq arc’hant,
Pa n’a m’eus quet roet e fell ma ruinan.

Ar Senechal.

Unan demeus he dud zo bet guenen aman
Da c’houlen diguenen arc’hant en prest dezan,
Hac en deus laret din ma n’a rogen dezan,
He teuje ar C’hondt en quer evit ma revinan.

Ar Banquier.

Demp betec an Escop ha leveromp dezan
E cleer dont e quer evit hon revinan.