Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/131

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 127 —

Ar Voerc’hes.

Adieu heta, ma map, en em sicouret bepret :
C’houi a vezo evrus en palez an Drindet ;
Ha quemeret courach hac en em gonsolet,
Pa ho pezo affer me deuyo d’ho coelet,
Evit ho coellat mar bezet maltrettet.

————
Sant Guillaom e hunan.

Contant eo ma speret : omman zo din eur c’hraç
Digant rouannes an êe hac an douar.
Dont a ran da zonjal petra dalie dime
Beza C’hondt en Poëtou ha Due da Quitaine :
Evit quemen-se tout ne c’honnezen netra.
Me ra muin a estim dimeus ma stat breman,
Me meus muin a blijadur ho vevan er guis-man
Evit n’am boe biscoas gant grandeurio ar bed-man.
Allas ! ha ma hine a voa precipitet
En creïs puns an ifern, palamour d’e fec’het,
He bien, ma ine, deus da zonjal en êe,
Hac andur da boannio palamour da Zoue
En deus bet evidout er bed-man anduret,
Bettec scuillan e goad da brena da pec’het.
Lavaret a rer din e souffran poannio bras,
Mes pa zonjan ive er joa hac er c’hraç
A recevan bemde, neuze e lavaran :
Ne meus quet anduret c’hoaz netra er bed-man.
Souffe heta, ma ine, palamour da Doue,
Ar poannio a roï dit herve e bolonte ;
Souffr gant patiantet bette fin da vue,
Ma c’hilli mont eur voech d’e meuli da james.

————
Daou El a antre.
An El Gabriel a lavar :

Deut d’en em gonsoli, ma mignon bras Guillarm.
Achuet eo dija ho pinijen.
Curunet e vezet souden ebars en êe,
Ebars er barados, en mesq an oll Ele.

An El Raphael.

Deut d’en em dispozi da renta oc’h ine ;