Ni hor bezo testo demeus a pep quartier ;
Rac m’a ve er prizon, an oll a lavar se,
James n’e deu er mes p’en deffe mil bue.
Cals a dud puissant zo bed var ar bed-man,
Pere zo bet tromplet aneze ho-hunan,
Pere ne gavet den er bed-man birviquen
A vije trec’h de-ze an dra-ze zo certen,
Mes pa droe ar fortun e teuint da goea.
D’emp de n’em retira. Varc’hoas ni glevo
Hac he en deus dezir da zonnet var hon tro.
Ordrenet eo dec’h oll quemeret an armo,
Ha donnet en ty quer da gavet an Autro.
Ar Gouarner a guer en deus din lavaret
Donnet doc’h assina da zonnet d’he gavet.
Habitantet a guer, evit m’ha intentet,
Ar C’hondt deus a Boetou a gle dont d’hor guelet :
Discriffet en deus din m’am bezo da lezel
Gantan an alc’hoëo demeus a borzo quer
Evit m’a antreo, m’a commando enni
D’an oll habitantet, hervez he fantazi ;
Hac e ranque cavet an aour hac an arc’hant,
Daou uguent million, quen a vezo contant :
Hen a rai he roll hervez he bolonte,
Da ober demp-ni poan hep cavet nep true.
Ma lavar dre he scrit he rai goerza or mado,
Quen a vezo savet dezan e c’houlenno.
Bet e voamp er conseil gant noblanz ar c’hartier,
Hor c’honseil zo bet da diffen ontan quer.
Chetu aman ar sujet d’ho peza dastumet,
Respontet din breman petra e leveret.
Quement-se ha ve mad, Autro ar Gouarner,
He ve gret goard bemdez da viret ontan quer ;
Ha m’ar be rebellant donnet doc’h attaqui,
Ni hon deus armo mad evit he repoussi.