Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/16

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —

An eil Soudard.

Me zo bet aliez ho heuil ar c’hampagno,
Hac a het ma buez o mania an armo :
Biscoas n’a guevis den a nep sort nation,
A raje din trei, rac me a meus calon.

An triet Soudard.

Avoalc’h a leveret, mes c’hoas n’he ouzoc’h quet
Pe sort den eo ar C’hondt, hervez m’ha parlantet,
M’a ve arru aman, a dra-ze a zo guir,
N’he gretac’h na sellet na lavaret eur guir.

————
Ar C’hondt hac he Gompagnunes.
Ar C’hondt a lavar.

Hor sus, Capitennet, va zud oll en antier,
Me ho suppli breman da vezan din fidel.
Pa vezo question evit antren en quer,
Neuze e commansin da ziscoe ma fouer :
Rac me lavar dec’hu, Cabiten va arme,
Tollet hevez m’ho pet a c’houi a boeltrone ;
Rac evel ar c’henta, c’houi ranco bepret
Beza ar vaillanta deus an oll soudardet.

Ar General.

Autro, hep contenane, chetu me prest aman,
Biscoas n’em hoe morc’het betec an heur a vreman ;
Evit discleria dec’h ar pez zo em c’halon,
Me bromet dec’h james me n’a vezin poeltron.
Quen dre pado an dir zo en bec ma c’hlenve,
Me demoigno dec’h va guir fidelite :
Non pas dre ma c’homzo, evel m’ha contan dec’h,
Ne bon c’houi a vello pa arruo ar bec’h.

Ar C’hondt.

Evidoc’h, Tenzorier, ha zo bepret fidel ;
A bel zo, e credan, he zoc’h ma mignon quer ;
Ne bon, m’ar gallan c’hoas cavet patiantet,
Me ho recompanso, n’ho pet quet a vorc’het,
A c’houi, oll Autrone, a gredan zo ivez
Er memeus santimant, guelet vo hep dalez.

Ar Pot-a-gambr.

Terrubl e zon souezet o velet en pe guis