Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —

Pe ho pezo malheur, an dra-ze zo certen.

Ar C’hondt.

Va c’halon sur em c’hreis a fres gant anquen :
Red eo dissimuli guenec’h, mihieyen.

Ar Gouarner.

Biscoas n’e meus guelet eur jeant evel-dout,
En quement a ma hes partout he res irvout.
Mes pa ve an ifern ouz da zicour breman,
James a enep din n’e antrees aman.
Guel ve guenen mervel mil guech evit unan
Quent m’a antreac’h en quer evit e revinan.

Ar C’hondt.

Mervel a leveret : breman ni a velo
Pehini ac’hanomp da guenta a vanco.

Ar Gouarner.

Certen me voar er fat james me ne vanquin,
Evidoc’h ho-hunan james n’e reculin.
Mes ardou an diaoul a zo ouz da sicour,
N’en deus man evidout nemet an tan pe an dour.
Mes Jezus ma Zalver ha sicouro be pret
An nep a gombatto en hano an Drindet.

Ar C’hondt.

Diffen quer ouzin-me a fell did da ober !
N’en dout quet suffizant da se, ma mignon quer.

Ar Gouarner.

En hano an Drindet, me ho ped, arretet !

Ar C’hondt.

Ep tam remission, breman he finisset.

Ar Gouarner.

Autro ar C’hondt, marteze en em queffet tromplet.

Ar C’hondt.

Raizonni a res c’hoas, fripon fall, effrontet.

Ar Gouarner.

M’ho ped, Autro ar C’hondt, en hano Doue hon lezet.

Ar C’hondt.

Das lezel, obstinet, da vucz a rancan.

Ar Gouarner.

Ret vezo dre c’hoari e hol guenec’h quentan.

Ar C’hondt.

Me gred e zout pare ar vech-man gouscoude.

2