Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/24

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

Daou mil scoet var-n-uguent, pe m’em bo ho pue,
Hac evit va foan da veza deut en quer
He rancan daou mil scoet, an dra-ze a zo scler
N’e rabattin diner n’am bezo quement-se
En aour hac en arc’hant, pe otramant ho pue.

An Escop.

Impossubl e ve demp ho cavet fete :
Reit demp eiz de termen, Autro, da glasq ane.
Ar som a zo notabl, n’eo quet ez oc’h cavet,
Sur ny ho fournisso dec’h, certen n’he vancomp quet.

Ar C’hondt.

N’e roan quet a dermen, credet en guirionne,
Beza oc’h eus moyen da bean aneze.
C’houi oc’h eus marc’hat mad da veza quit gant se,
Ha me quercouls marc’hat da gavet ho pue.
Rac se, ma Zenzorier me gommand dec’h breman
D’ho lacat er prizon, ha commancet goerzan.
Quement mad ha gueffet deze en ho ziez,
Ha ma n’a ve avoalc’h men bezo ho puez,
He depechet ober abars m’a retornin.
Me ya da dy ma breur camet n’e arretin
Rac se grettu depech. Breman me retorno,
M’a rebarbont ouzin m’ho lacaï d’ar maro.

An Tenzorier.

Autro, me a raïo quement a gommandet,
Hac a raï ep faut ar pez a leveret.

(Ar C’hondt a ya er mez.)

An Tenzorier a lavar.

He bien ! Autrone, red eo pea breman
Hervez an ordrenanç oc’h eus clevet aman,
Pe donnet d’ar prizon, ha me voerzo neuze
Quement vad a guevin ebars en ho tiez.
Va c’harg eo ober ze pa z’eo din commandet
Gant ma mest an Autro, p’an deo bet partet.

An Escop.

Autro, hon sicouret, m’ar plich guenec’h, breman :
E man en ho pouer donnet d’hon assista,
Ho tont da rabatti, p’ho heus autorite.

An Tenzorier.

N’e rabattin diner, assuret credet se,