Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/27

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —

M’em boa neubeut a dud, me ho ped d’am c’hridi.
Quenta combat a ris he voa en Tartari ;
Enon assuramant he voe stard ar barti.
Ogon, gant ar gourach deus va zello ep quen,
He tisparfoeltris tout ep james lezel den ;
Ar Roue anezi ha lequis prisonnier,
Ha goude quement-se e c’hantrezis en quer,
Ma lequis he vado da augmenti ma re.
Neuze em boe courach ho velet quement-se,
Ma c’hoantrezis neuse monnet da Limaci
Ha goude quement-se ebars en Hiberni.
Partout em c’hombajo e meus bed ar victoar ;
Biscoas eneb lec’h ne meus cavet ma far.
En Spagn, en Allamagn, en Bro-zos, en Candi,
Hac ous ar re-mau tout e c’his da gombatti.
Hac e meus gonnezet, c’houi a zo din testo,
Va pachet, pa voac’h guenen er brezeillo

Ar c’henta Pach.

Biscoas ne meus guellet ha boe on en bue
Eun den quen courajus ha ma zoch en arme :
Nep a vige enon ho velet ar c’hoari,
Gant eun tol lanç ebquen he lac’hoc’h daou pe dri.
Ha me en ho guichen ha voa quer courajus,
A c’houlenne sicour bepred digant Venus ;
Biscoas ne meus guellet evit eur pot bian,
A guement am drec’he me n’en don quet en poan.

An eil Pach.

Biscoas n’em boe quement a c’hoant da gombatti
Evel am boa, Sir, pa voan en Normandi.
Avis a re guenen e voan prest da vervel
En creis an dirantet terrupl int tud cruel.
Mes c’houi gand ho mousquet a laze aneze.
Quer pot hac ar c’hellien en o goelen neuze,
Hac eur rivier a goat ho font voar ar pave
Diouz ar soudardet dimeus ar c’hartier-ze.
Neuze em c’houragis pa voelis quement se,
Hac or boe ar victoar ep tam difficulte.

Ar Roue.

Terrupl e zon doaguet. Eun dra zo em speret