Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —

A zo ous va geni ; ne meus repos ebet :
Avis a ra guenen, clevet eur brut ho ren
Hac a ra din poan vras, an dra-ze zo certen.
Eur C’hondt zo en Poetou, ha ne ra fors a den ;
Me requet Jupiter da crevi he empen.

An eil Pach.

Penos, Sir ma mestr, ha doetanç oc’heussu
’ho peze trahizon diouzomp ha nep tu ?
Me a zepre ma c’hic, ha dorre ma mempro
Quent evit ho quitat evit nep brezeillo.

Ar Roue.

Avoalc’h eo quement-se, ne meus quet a vorc’het,
Pa zoc’h oll fidel din na vezin quet tromplet.
M’ho suppli, Autrone, bezet fidel bepret.
Daouest petra c’hoarfe rac ne ven surmontet ?
Rac m’en a meus esper souten va ampirez
Entre em bezo yec’het ha ma touguin buez
Rac se, ma zrompiller, het partout da vale
Da lavaret d’am bobl beva en liberte,
E mens bet ar victoar en quement ma zo bet,
Ha leveret deze beza bepret fidel,
Na vezint quet traïtour rac na deuffe brezel.

An Drompiller.

Sir, pa gommandet me a oboïsso,
Me a ya da bourmen partout dre ar c’hampagno
Da lavarat d’ar bobl beza bepret joaus,
He zoc’h pepred vainqueur a drugare Venus,
Sellaouet, Autrone, noblanç ha bourhizien,
Artizanet a ker hac ar varc’hadourien.
Commandi a ra dec’h Sir hon Roue bras
En em garet bepred, beza mignonet vras :
Bet en deus ar victoar en quement ma ze bet,
Var vor ha var douar, trugare Mahomet.
Rac se bezet fidel bepred en he andret,
Ha mar aru brezel he viet sicouret.

(Sortial a ra.)

————
Ar C’hond a lavar d’he dud.

Par la tete mornon ! freunezia a ran :