Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —

Ar Roue.

Ha c’houi oc’h eus goelet biscoas quer revoltet
Ha ma zeo ar C’hondt ? M’ho pet consideret.
Fallout a ra dezan rei ar brezel dime.
Jupiter, Apollon, ha c’houi bermetto se !
Ha c’houi ivez Neptun a gommant er mor bras,
Mercur ha Junon, ha c’houi ive Pallas,
An Doue Minerv em c’hoste a choazan :
Dezo en em roan quent evit combattan.
Rac se, me ho suppli d’am azista bepret,
Me a fio enoc’h ne vezin quet tromplet.
Diana, c’hoas eur voech va sicouret ive,
M’en bezo evidoc’h pep sort fidelite ;
Couraget ma arme ha bezit fidel din :
Ouz tud ho deus pouvoar e eomp da gombatti.

————
Ar C’hondt gant e dud.

Ar c’hourier a lavar d’ar C’hondt.
Autro, mar plich guenec’h, intentet m’ho suppli.
Biscoas na voelis tud evel en Tartari,
Quer cris int a galon ha rust bras a vizach.
Avis a ra guenen he zint leun a gourach.

Ar C’hondt.

Petra en deus laret an den-ze a nevez,
Ha me zo e vignon, he mezan, couscoude ?

Ar Pach.

Salocroas ! Autro ar C’hondt, lavaret a ra dec’h
Var ben eiz dez aman en eur gavo guenec’h,
Intantion en deus da livra combat dec’h.

Ar C’hondt.

Ze memeus a fel din, a ne c’houlennan quen :
Me a houie erfat em boa adversourien.

Ar Pot-a-Gambr.

Autro, teulet evoes gant aon na vec’h tizet,
Rac enez zo eun den a zo leun a speret.

Ar C’hondt.

Penos en deus speret ? petra leveret-tu ?
Ha c’houi a voar piou on? ha sponta a rit-tu ?