Quement se a ve mad foeltra tout ho fenno,
Quen a vezo neuze n’or bezo peoc’h, Autro.
Eman zo din affront, eman zo din glac’har.
Biscoas ne voe guelet eun den voar an douar
Quer redoutet hac en, an dra-ze a zo scler,
Bette m’en deus trec’het ma Doue Jupiter.
Er fin, ne on ma han gant despet e frezan,
Gant ar glac’har ha spont ne on petra a ran.
Em dizesper em be c’hoant bras d’en em lazan,
Ne allan mui derc’hel digor va daou lagat :
Ret e zeo din gortos eur bloa pe daou aman,
Rac n’en don quet capabl da drec’hi voar nezan,
Col a ran ma squiant pa deuan da voelet
Eur C’hondt evel ennez en deffe va drec’het.
Biscoas bettec breman n’am boa collet combat ;
Mes he leal breman he meus groet a dro vat.
A ben daou bloa aman c’hui voelo c’hoari all,
Rac me a meus esper de lacat c’hoaz da fal.
Ho serviger, ma breur, ha mat eo ho yec’het ?
Pel a zo n’am boa bet an enor d’ho quelet.
Yac’h ha dispoz avoalc’h, a drugare Doue,
Da renta servich dec’h p’ho bezo bolonte.
He bien ! va breur quer, petra zo a neve
Ma zoc’h deut en quer oc’h unan evel se ?
Gret am boa eur goulen ouz an noblanç a guer,
Da c’hout a hi raje em andret eur faveur :
Goab o deus groet a ze, mes quer eo bet deze.
Eur pec’het bras, ma breur, ho poa oc’h ober ze ;
N’ho poa quet affer a netra digante.
M’en boa discrivet d’an Autro ar Gouarner