Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/38

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —

Me gollo va buez pe me renq e c’havet ;
Ha c’houi, coquinet fall, hetu tout a lesse,
Mar chomet davantach m’en bezo ho pue.

————
Quenta Officer ar C’hondt a lavar :

Deut ganemni, Itron, ret e vo dec’h donnet
Gant ma mest an Autrou he zeo dec’h commandet.

Quenta Pach an Duc a lavar :

Nan daïo quet assur, me a bromet dec’h se,
Discroguit anezy pe m’en bo ho pue :
Eun dra vras eo guelet he vec’h quen effrontet
Cas ganec’h va mestres en despet d’e friet.

Eil Pach an Duc a lavar :

Courach, camaradet, ha divoallomp oute,
Da diffen hon mestres n’en daïo quet gante ;
Me a varfe aman an dra-ze a zo scler,
Quent m’an deffe affront ma haë deus ar guer.

Eil Pach ar C’hondt.

Ganemp a dra certen e c’haï, me bromet se,
Mar diffennet ouzimp or bezo ho pue.

An Duques.

Fors, va friet, sicour, balamour da Zoue,
Da zifen va henor hac ouspen-ze va bue
Ouz an tirant barbar a zeu d’am ravissa :
Va friet, en an Doue, va sicourit breman.

An Duc.

Va sicourit, va zud, da lemel va friet
A ya gant an tyrant barbar hac effrontet :
Biscoas ne meus guelet er bed-man, me gret se,
Ne respetche he goad, tyrant, nemedout te.

Ar C’hondt.

Vantre sacre mornon ! me renonç da Zoue.
Penos, coquinet fal, mabou gast didalve,
Mar chomet dirazon ma n’am bo ho pue.
Autro, hit da sermon partout dre ar c’hontre,
A c’hui, Itron, marchet, ne gontestit quet re.

An Duques.

O Doue eternel ! roït oc’h assistanç din ;
Me ho ped ar vech-man da zent d’am c’honsoli ;