Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/46

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —

An Ducques.

Penos ancouat birviquen quement-man ?
Ret e vo rentan cont pa zonjin neubeutan.

Ar C’hondt.

Marchet, het en ho rout hac het prest a lesse,
Me ho tisco da vlam eun den evel dome.
Evel-ze eo gleet recompançi guisti,
Pa vezer squis gante ho c’has er mes an ty.

————
Ar C’hondt gand he dud.
Ar C’hondt a lavar :

Hac en zo, Tenzorier, ma c’houffro guernisset
Gant aour ha gant arc’hant evel ma zeo gleet ?
Rac breman he rancan prepari eun arme
Da gommandi partout herve ma bolonte.

An Tenzorier.

Ya, credet assur c’houi a zo puissant
Ha pinvidic avoalc’h evit aour hac arc’hant,
Beza oc’h eus mado da sevel eun arme
Pa ve dec cant mil den, me oc’h assur a ze.

Ar C’hondt.

Eun den santel a Rom en deus din discrivet
He zeus eur Pap neve breman souden lequet ;
Hep ma zon bet james ous e zizobliji,
Groet en deus eur zetanç d’am excommunigui,
Groet diffen ous an oll da gonversi ouzin.
Me meus mil blijadur ho consideri ze :
Ma sevin eun arme evit mont ebette
Me ha lamo ar Pap a lacaï he guile,
Ha gommando partout herve ma bolonte,
Partout dre ar bed-man, hep nep difficulté ;
Neuze e vin tranquil pa vin em liberte.
Me ya da heritic evid cavet mado :
Quement den a gommand breman en ilizo,
Me voerzo ho mado da augmenti ma re,
Me en disco da vlam eun den evel dome.
Rac se partiet tout da zastum soudardet
Ha quemeret arc’hant quement hae a gueret.
Hac het dre ar c’herrio da ober inban se ;
Rac ze, groet diampech da ober an dra-ze.