Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/54

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —

Ny or boe ar victoar pen-da-ben anezi.

An Eil Pach.

Me’n biscoas nan don bet oc’h euil an armeo,
Hac e meus dezir bras, mar plich guenec’h, Autro,
Da vont d’ho servicha hac a bromet yvele
Beza bepret fidel, moyennant graç Doue ;
Rac me zo map eur C’hondt deus ar ker a Gandi,
Ha meus lequet mado evit don dam disqui
Da vania an armo, da c’hoari ar fleuret.
A drugare Doue ne meus quet c’hoas collet.

Lavign.

Ha me, eredet assur, e meus eun dezir bras
Da vont en ho servich da appiou ma c’hourach
P’am be bet eur banac’h dimeus a guin clerret
Ne arz den dirazon, an dra-ze m’er promet.

Allan.

Me meus bet eun amzer, pa voan en Treguer,
Me a voa redoutet gant habitantet ker ;
Ne gaffet quet unan en eur guir evel cant,
Na dec’he diouzin pa efchen guin-ardant.

Ar C’hondt.

He bien ! va zud quer, pa zoc’h oll tud vaillant,
Breman he partiomp da vonnet promptamant
Da ober beac’h Rom; me contanto neuze
Pep hini ac’hanoc’h herve e galite :
Davantach he roan, ar pillach en antier,
Dar soudardet vaillant a zeui guenen en ker,
Hac al liberte franch partout var ar merc’het,
Nemert ma rezer van mar be hini cavet,
Hini bet a ve coant, ma vezo din roet ;
Ha mado an Ilis ma vezint em requet.
Rac se, demp assambles betec ar Romanet,
Me billo an Escop hae e C’haloniet,
Ni raï ho chasseal, ho lacat da netra,
Hac ho chasseo tout dimeus ar provinç-ma.

Ar Baron.

Tremenomp dre Boetou pa heomp couscoude,
Ha ny raï d’an Escop donnet guenemp ive
Evit election dimeus ar Pap nevez,