Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/55

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —

Poc’h eus choazet unan herve ho polontez.

Ar C’hondt.

Ret eo monnet dre ennon : quent evit partian
Ny raï dezan donnet pe guittat ar vro-man.

————
Ar Pap hac ar Gardinalet.
Ar Pap a lavar :

Pa zeo bolonte Doue ma beza instituet
Da succedi d’ar plaç ma zon breman choazet,
Rac me ho suppli, mar be ho polontez,
Da bidi ma Salver da gaout ouzin truez,
Ouz ar bec’herien baour a zo er gristennes,
Ma roi deze ar c’hraç a vezo necesser
D’observi al lezen zo groet gant hor Salver,
Ma vezo effacet net an holl bec’hejo,
Ha pedomp hor Zalver da reï deze graço
A vezo necesser da zonnet da veva
Herve an ordrenanç en deus groet er bed-man.
Rac se, pedomp Doue, mar be he bolonte,
Ar Werc’hes biniguet, ar Sænt hac an Æle,
Da brezervi ar fe hac an Ilis romen,
Ha ma teui de ziffen ouz e adversourien
Pere a fel deze donnet de distrujan,
E lacat en revin, hac e c’has da netra.
Rac se, Tad Eternel, sellaoet ma requet,
Ha c’houi, Goerc’hes santel, Rouanes an Ælet,
Bezet, mar plich guenec’h, hor guir advocades
Dirac Doue an tad evit ar gristennes.
Rac se, e meus esper breman, hep dale pel,
Lacat ar Jubile partout universel.

Ar Gardinalet.

Quement-ze a ve mad, assuret omp a ze,
Evit cas dre ar bed dar bopl ar Jubile,
Ma vezo dispozet ar gristennien fidel
Da bidi evidoc’h Jesus-Christ hor Salver,
Ma vo he bolonte ma vezet prezervet
Hla d’en em acquitta evel ma zeo gleet.
Ar gustum a zo bet a viscoas d’ar Papet
Da reï eur Jubile universel dre’r bed.