Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/62

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —

An Eil deus a Ker.

Ni ziffenno ouzoc’h gant ar c’hraç a Zoue.

An Driet a Ker.

Mar gouzout combatti hevel a leveres,
He renques c’hoari eun tol da ziscoe din da ners.

An Tenzorier.

Hon adres a voeli, marteze hep dale,
Coustout ha raïo dit, assuret, da vue.

Ar C’henta a Ker.

Soit, nen dens quet a gas ; ret e vo eur voech deomp
Tenna or c’hleveyer hac en em dispennomp.

Ar C’hondt.

Lest guenen al laer-ze : breman da bunissa,
Me lacaïo an tan da lesqui ar ker-ma.

An Eil a Ker.

Ne ry quet, assuret, gant ar c’hraç a Zoue,
Ni ziffenno ouzit tre ma pado hor bue.

An Driet a Ker.

Effrontet fal ma zout, tirant, den miliguet,
Me gret gant an diaoul eo e zout possedet,
Digueri da gueno da gomz en termen-ze ;
Mez a meus em c’halon pa sonjan en out-te,
Rejudic miliguet, sel petra leveres,
Dizoblija a res an Drindet assambles.

Ar C’hondt.

Me ne zourcian quet, deus d’accordi guenen
Pe me lacaï an tan da zevi ker fete.

Ar C’henta a Ker.

Goerc’hes glorius Vari, Rovannes an Ele,
A c’houi a bermetto e c’hoarfe quement-se !
Ne gredan quet biquen e lessac’h eur barbar
Evel ma zeo heman da ren var an douar,
Da lacat herezi evel ma fel dezan,
Mar continu bepret e rencomp col gantan.

An Eil a Ker.

Goel ve guenen mil goech dre vartir perissa ;
Ha pan be cant buez m’ho c’hollo oll gantan
Quent evit ma souffren e c’hoarfe an dra-ze.
Autro ar C’hondt a Poëtou, goulennet ous Doue