C’hoas ne leveret guir pa oc’h arru aman,
Ne ars muï va squiant, finissa a rancan.
He bien ! Autronez, a c’houi zo preparet
Da accordi guenen evel ma zeo gleet ?
En em dennet am faç ha lest guenen ennes,
Het a lesse, mar queret, en ker pe voar ar mes.
Effrontet fal ma zout, den barbar milliguet,
Arretet pront da goler, en anno an Drindet,
Ha retorn var da guis hep dale pel aman,
Pe e teuïo Doue erfin d’ho punissa.
Courach, ma zud Christen, diffennet ous ennes,
En hano Jesus-Christ, hac e vam ar Werc’hes.
Biscoas ne meus goelet tud quer kalet a ben
Ha quen opiniatr, quen superb ba ma zent,
Ne chenchont ket a brepos ar Romanet-se,
Eur c’houlz bennac couscoude e tissent pea-ze.
Or sus, ne batten muï da rezoni onte.
Courach, ma soudardet, en hano a Zoue.
N’oc’h eus quet a affer da rezoni onte,
N’or bezo quet a espern evit hini an ê.
Me a meus esperanç, gant sicour an Drindet,
E vi rentet confus te a da soudardet.
Terrup ! e zout hardi : lavar din, mic’hiec,
Me a gret e zout meo p’otramant affollet,
En em den prest am faç ha te hac ar re-se ;
Mar leveres eur guir m’em bezo da vue,
Ha lez guenen ennes eur voech c’hoas pa pedan,
Pe e teuï an tan foeltr da goeza er ker-man,
Dre voyen Jupiter ha la fin a bedan,
Ha va nerz va unan goude-ze da guentan.