Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/69

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 65 —

Ar Pap.

Pardonnet din, Bernard, a ze am escuzet,
Ar C’hondt deus a Poëtou en deveus ma lamet
Er mes dimeus a Pap lequet gantan eun all
Hac a zo chismatiq, hac a zo eun den fal.

Sant Bernard.

O Doue eternel ! penos e permettet
Ober dar Pap affront rac dec’hu e zeo groet !
Lezel eur chismatiq da succedi er bed
Dan abostol Sant Per ho poa instituet
Da vezan lutanant dindanoc’h er bed-man !
Rac-se den ne gleffe ober tra diontan.

An Escop.

Me deus ma escopti a zo bet chasseet
Ha goerzet ma oll vad quement en deus cavet,
Ha c’hoas e zon evrus bezan quit evit se,
Me zonje coulz a voa e coljen ma bue.

Sant Bernard.

Eston bras eo clevet penos e commande
Eun den er gristenes quer cruel a ma ze ;
Persecuti an Ilis hep cavet tam true,
Nen deveus quet a spont rac jujamant Doue.

Ar Pap.

Nen deus den evittan, credet assuret se,
Eun den nen deveus aon a den na rac Doue.

Sant Bernard.

Ret vezo couscoude monnet bettec ennan
Da c’hout petra lavar deus ar Pap neve-man.

Ar Pap.

Goel eo dimpe lezel pan deo quen revoltet,
Den nen deus plijadur evit mont d’er goelet.

Sant Bernard.

Nen deveus quet a gaz, me lavar dec’h breman,
Ret eo dimp e guemen evit donnet aman.
Etu prest, Messajer, da lavaret dezan
E command an Abat dezan donnet aman.

————
Ar Messajer.

Me ya hep dale pas da lavaret dezan.