Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/72

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —

En e humilite, e zon rejouisset,
Hac en extremite en deveus anduret
En queit a ma zeo bet evidom-ni er bed :
Rac se e lavaran gant guirione barfet,
Nemert enoc’h, ma Jesus, neo contant ma speret.
Avis a ra guenen eo ven assuramantar
Clasq plijadur ar bed pehini zo passant,
Ha pa gonsideran ous en evurustet
Pehini zo en êe d’am ine preparet.
Avis a ra guenen e zeo bras ar pec’het
Deus a lubricite gant an dud debordet,
Ha quer coulz ar goller pehini zo o ren :
Mam be memor a ze, an dra-ze zo certen,
Ha guement ma ouffen e trelatte ma speret,
Me bardonfe souden d’am oll ennimiet ;
Nem be quet ar galon da garet drouc da zen :
Goudeze gourmandic a zo eur pec’het vil
Pehini zo comun dan dud a zo frajil.
Consideret erfat en deus bet hor Salver
Vest ha guinaigr er groas, pa voa prest da vervel,
Evit rassazia ar sec’het en devoa
Deus on redemption, pa voa ouz or prena.
Quement se a ra din caffet confuzion,
Ma meus eur regret vras bars en creïs va c’halon
Pa voellan an dud fal evel se debordet,
Hep sonjal er maro gant Doue ordrenet ;
Ne reont cas ebet na petra da ober
Evit offanci Doue, hor mest hac hor barner.

Ar C’hondt a arru, Bernard a lar :

Salud dec’h, Autro ar C’hondt, me ho ped da avanç
Evit ma contin dec’h hep ober contenanç,
Touchant ar pec’hejo pere a gommettet :
Sellaouet ac’hanon rac tout oc’h eus e groet.

Ar C’hondt.

Or sa, petra c’houde ma comzes quen hardi,
Me sonje ne voa den er bed d’am repreni,
Rac me a voar erfat penoz e surpassan
En speret, en squient, quement zo er bed-man,
En pep perfection quement zo er c’hontre,