Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/76

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —

Ha goude-ze ne ren nemet ho affronti.
En amzer-man e voeler ar merc’het quen orguet,
Ya, darn aneze a zo quen effrontet
Mar discoezet deze eun tam affection :
E promettont dec’h prest ho oll affection :
Mes eur maleur bras eo, pa er gonsideran,
Eul lod zo aneze a deu d’en em fardan :
Gand eul lod secrejo a ongant preparet
E frotont ho bisach ma vezo admiret :
Ma ho goelac’h fichet gant eul lod rubano,
Lienaje a bris ha gant dantelezo,
E c’hallez lavaret gant guirionne certen
E zint traou diguizet pe eur foesquen raden.
Nan deus diou aneze eur memeus fantazi ;
Unan a yel dan danç, hac eun all dar c’hoari ;
Eun all dre he dezir hac he affection
Gant he zeod milliguet hac he detraction.
A lamo an henor hac ar renome vat,
Ha guement a voelloot dirac ho daoulagat.
Eur rum all a zo c’hoas dre eur fantazi all,
Gant ho moez exceliant o clasq charmi re-all.
Sur evit ar re-ze e meus bet fantazi,
Hac em bezo bepret en queit a ma vevin.

Eur Plac’h possedet.

Me zo gant an Diaoul tri bla so possedet
Hac a zo sans-cess o fonnet, o tonnet,
Redec ha diredec, o ruillat, o querzer,
Crial hac esclami en quement ma zon bet.
Satan ha Vulcan, Belzebut, Astarot,
Ar re-ze a gredan eo a dalc’h ennon crog ;
Breman am zraignont deus eun toul d’eun toul-all,
Dar plaç-man goudeze em c’hessont da eun all.
Enber e c’han d’ar mor, goudeze dan douar,
Enber a bego ar goe, em disclepont dan traon,
Goude er precipiç ha goudeze en tan,
Quement invention a zo tout er bed-man.
Arrajin a ran sur pa gonsideran ze,
Ma caffen precipiç breman me n’em lasse.
Me a ya da vale, da redec ma squient,