Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/81

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 77 —

————
Pach ar Roue Pers a antre hag a lar d’ar Roue Hiberni :

Salud dec’h, prinç vaillant, me zo deud d’ho cavet :
Ar Roue Persian en deus ma digasset
Evit lavaret dec’h prest en em brepari,
Ho soudardet ha c’houi, rac ret vezo c’hoari,
Exerci oc’h arme, rac dont a gle aman
En esper, a sonch din, quemeret ar vro-man.

Ar Roue Hiberni.

Que dar guer, ma mignon, lavar dezan hardi
E zomp oll preparet, nebon me en diffi.

Ar Pach.

Adieu heta, sir, divoallet mar queret,
Eur goal glenve eo a guement a gaffet.

(Sortial a ra.)

Pach ar Roue Hiberni a lavar dezan :

Bet on en Turquian, lavaret en deus din
E zeo ho servijer pa gueret commandi.

Ar Roue Hiberni.

Quement se a zo mad nen deo voas dimp monet
Da glasq on adversour gant sicour an Durcquet.

————
Ar Roue Turcq hac ar Roue Hiberni.
Ar Roue Hiberni a lavar :

Ho servijer, Sir, penos ac’hanoc’hu ?
Ar vech-man e zoc’h fidel d’am sicour a bep tu ;
Va adversour brassa eo ar Roue Pers,
Eun den estranch meurbet hac eun den divergont :
Oc’h adversour eo sur, me a gret erfat se,
Abalamour ma zoc’h contrel dezan ive.

Ar Roue Turcq.

Roue ar Persianet a zo eun den infidel,
Or massacri a raï an den fal ze mar guel :
Rac se bezomp fidel evit en em sicour,
Ni vezo evittan hac e ve eun diaoul.

Ar Roue Hiberni.

Courach, courach, Sir, bezet bepret fidel
Evit ma massacrin breman an den cruel ;
Terrupla den zo bet ebars en Barbari