Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/82

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 78 —

E zeo ar Roue Pers evit beza den cri :
Rac se demp dar blacen vit en em brepari,
Pa arruo enon ma vomp prest da c’hoari.

————
Ar Roue Pers hac an Diaoullo.
Ar Pach a lar :

Bed on en Hiberni, lavaret en deus din
E zeo prest pa gueret donnet da gombattin.

Ar Roue Pers.

Pala vantre saint gris ! medi ma c’hourach me ;
Diaoullen an ifern ma sicouret yve.
Quement so ac’hanoc’h, leonnet milliguet,
Jupiter, ma mignon, ha ma mest Mahomet,
Discoet ho puissanç, foeltret din ho fenno,
Lequet e dre’n anter, taillet e a bezio,
Pa vezo question da guemer an armo.
C’houi, ma Doue Minerv, zo mest er vataillo :
Ret din ho puissanç, mar deus moyen er bed,
Pa meus necessite, ma vezin sicouret.
Col a ran ma squiant, nan dit breman presant :
Hastet dont dirazon breman souden vantan,
Ha na lest hini beo, an dra-ze me ho ped,
Goel ve guenen en beo certen bezan losquet.

————
Ar Roue Hiberni, ar Roue Turcq, ar Roue Pers
hac an Diaoullo.
Ar Roue Pers a lavar :

Ac’han, camaradet, chetu ni en em gavet ;
Me guitta ar bed-man ma n’ho ran glac’haret.
Diaoullo, ma oc’hu, avancet prest aman,
Tollet ho flammo tan var gorfo ar re-man,
Parfoeltret int quer munut a ludu,
Evel a ra eur vilin ar flour deus an hed-du.

(An Diaoullo a dol tan.)

Ar Roue Hiberni.

Penos, tud milliguet, sorcerien excecrabl !
Me ho suppli breman, Saturn ha Jupiter,
Discoellet dar re-man e zon ho servijer,
Gant an tan artifiç hon lesqui a fel de,