Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/88

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —

E sao ma bleo em pen quement eo ma c’hourach,
Ha pa ve tri c’hant den dirazon me armet,
Ne vent quet evidon : biscoas ne meus goelet
Ma far en ep tachen, evit eun den yaouanc,
James ne meus doujet Franç, Turquet na Flamanc :
Gout a ret ma doare, pa vezan colleret
Nen deus den evidon, neus cas quen redoutet.

An Digentil.

Me zo bet meur a voech a enep an Durcquet,
Biscoas c’hoaz en eb lec’h ne meus gante collet ;
Ha me a bromet dec’h, mar gallan c’hoas eur vech
Atrap ini an ê er gombat en hon toez,
Birviquen n’am bezo mizericord ontan,
Ne vanquin james dec’h, an dra-ze promettan.

An Tenzorier.

Autro ar C’hondt a Boëtou, me zo ho Tenzorier
Evel ho Capiten ordinal er brezel ;
Biscoas noc’h eus goelet eun den en ep cartier,
Ha guement am drec’he nac er mes nac en quer :
Me zo bet alliez en peril ma bue
Aboe ma zon guenec’h o redec an arme,
Biscoas bettec breman noc’h eus goelet hini
Ha guement am zrec’he pa vije ret c’hoari
Gant cleve na gant lanç, gant pic na gant mousclet.
Na gant nep sort armo pa vijen coleret,
Nac ive a grette scrignal memeus ho dent,
Rac mar caffen unan, me golfe ma squient.
Anfin me bromet dec’h evel gant guirione,
Pa vezan en coler den certen n’am zrec’he.

Ar Pot a gampr.

Intentet, Tenzorier, ouzoc’h e parlantan,
Ha c’houi het eur c’hoari eun tol ouzin breman,
Rac me lavar breman biscoas ne guevis par
En eb lec’h er bed man var an douar.

An Tenzorier.

Penoz, lavar fripon a sonjal a res-te
E zon eur marvailler evel ma out-te ?
Me guitta Lucifer hac an oll idolo
Ma na guere sreï peoc’h ha serri da gueno ;