Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/89

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 85 —

Mar commansan guenet me a raï dit irvout,
Ma na ziscoen dit petra eo ma gallout.

An Dijentil.

Ha c’houi gleo, Tenzorier, terrupl e zoc’h robust !
Ne gleet quet parlant er c’his-se ous an dud.
Rac se, me ho suppli da derri ho courach,
Breman e meus esper e c’haïomp en beac’h.

An Tenzorier.

Sel nac a coquin fal zo arru var ma zro !
Penoz, mic’hieien, ne ouzoc’h quet piou on !
En em dennet am faç, roet din peoc’h aze,
Pe me ho pruzuno evel quic eur paste.
Terrupl out effrontet comz ouzin evel se,
Rac mar fachan ouzac’h me oc’h estropife.

Ar Pot a gampr.

Nen deus quet a affer da sonjal rezoni,
Goude ni a voelo piou a gollo ar barti.

An Tenzorier.

He bien, daou fripon, daou neant, daou scantec,
Ha c’houi oc’h eus courach ? me zo prest pa gueret.
Biscoas n’am eus goelet aboe on en arme
Evit tri na pevar na gombatchen onte.

An Dijentil.

Quement-se a zo mad : me zo contant yvez
Da approu ma c’hlen ve a meus bet a nevez,
Evit discoe er fat penoz em boa esper
Da gombatti ouzit ep dale pel amzer.

An Tenzorier.

Te ne n’em anavezes quet a dra sur, effrontet,
Me ho tisco da gomz, glorius out meurbet.
He bien, Autrone, chetu me da guentan
Prest da c’hoari ouzoc’h : piou a zeuïo breman ?

An Dijentil.

C’houi lavar, Tenzorier, e zoc’h eun den vaillant,
Breman me ho tisco mar approchet aman.

An Tenzorier.

Par la tete mornon ! eman zo din affront :
Pe lec’h e zeo manet an Doue idol ont.
Avis a ra guenen e collan ma squient.

8