Penoz on diffiet gnntes en creiz an ent,
Eun den quer puissant evel ma zon breman !
Nan dint quet couscoude evit ma repoussan.
He bien, Autrone, ha c’houi zo prest ho taou ?
Darn dimeus ac’hanomp a zo ret a gollo,
Hac specialamant ar c’henta a zo bet
Hardi avoalc’h ac’hanoc’h d’am beza diffiet.
Na liviris netra na lavaran breman,
Tol evez, mar queres, c’hoas er evertissan :
Lavaret a ran dec’h divoal pa ho pedan,
Iac mar trec’han varnoc’h james n’ho pardonnan.
(En em gregui a reont.)
Me a varfe cant coech quent evit ma tiscroguen :
Pala ventre saint gris ! re e teut var ma c’heingn !
En em rent heta, ha ro din da glenve,
Pe otramant, ma den, me am bo da bue.
Biquen na raffen ze, goel ve guenen mervel,
Pa vin maro aman nan din quet dar brezel.
Penoz, friponnet fal, evel se eo ober !
Me a zelle ouzoc’h a brenest ma dourel :
Mar ho cavan james en eoler evel se,
Credet assuramant em bezo ho pue.
(Sortial a ra.)
Compagnunes henorabl, goelet oc’h eus aman
Tud ar C’hondt a Poëtou ho clasq en em lazan.
Pan deo bet arruet ar C’hondt gantes ho zri,
E voaïnt anflametta ouz en em attaqui ;
Mes breman c’houi voelo, allas ! eur gombat-all :
Rac Roue an Turcqui a guemer hep farsal
Gantan oll tud e dy hac e noblanç ouspen,