Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/91

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 87 —

Hac e c’heont entreze hac ar blacen,
Evit gorto ar C’hondt hac e dud a vanden.
Evit e gombatti ho deveus concluet
Lacat tan artific ma voient oll distrujet.
Quement-se a ra dez chom pel amzer
Da gombatti ontes, dre voyen Jupiter
Ho devca invoquet quent evit en em avanç :
Goude sicour enes e c’heont hep contenanç.
Ar C’hondt deus a Poëtou pa voello quement-se,
E vezo estonnet quercoulz hac e arme.
Fallout a rai dezan ho zilezal a gren :
Avis a raï deze e c’heont dan ifern,
Pa voelont an tan-ze ho coeza var ho fen :
E c’harrajont neuze ma bombattont hep fent,
Ha ma rentont confus an Turcquet pen-da-ben,
Hac o deus ar vietor var ho adversourien.
Erfin, assistantet, enber c’houi a voelo,
Ne lavaran quen dec’h. Me gleo an trompillo
Hac an dabourin vras o c’hervel pepini
Da guemeret armo, rac ret eo combatti.
Escuzet, Autrone, ne meus quen a amzer,
Breman incontinant e commanę ar brezel.

————
Ar Roue Turcq, e suit hac an Diaoullo.

He bien, Autrone, ha c’houi zo preparet ?
Ret eo c’hoas dimp goulen sicour gant Mahomet.
Ni ho pet, Jupiter, deus a greis hor c’halon,
C’houi gommand dar c’huron en pep occazion :
Ha c’houi, ma Doue Mars, zo mest er bataillo
A supliomp yve-a greis hor c’halonno,
Assambles gant Mercur, Minerv ha Junon,
Venus ha Neptun, hac yve Appollon.
Ma sicouret breman pa meus necessite,
Pe roet ar gonseil, me zo contant a ze.

Ar C’henta Diaoul.

Quemer tan artifiç da deuller varneze,
Hac en pat ar gombat gra subtil an dra-ze,
Ha neuze marteze me en eum gavo guenet
Ha te a voar heta piou a lavar dit se.