N’ho pet quet a vorc’het, tout e c’haïmp, ha neuze,
Mar bezet ar goassa ni ho c’hasso ac’hane,
Ha que hardimant hac esper ennon me.
Autro ar C’hondt a Boëtou, chetu deut ar Roue.
He bien ! tra superb, effrontet, arrogant,
C’hoas e rancan cavet va rebec’h franchamant :
Aboe ar veach-all, mam boa groet ar brezel,
E zon bet o pourmen da glasq dit eur guentel,
Hac e meus choazet ha clenve ha pico,
Ha lanço ha mousclet, hac a bep sort armo,
Hac e prezantan dit ar choaz dimeus ane,
Tol evez, mar queres, breman ouz ma c’hlenve.
(Reï a ra dezan eun tol cleve.)
Manquet out, camarad, hogon queun ho pezo,
Me voello pehini ac’hanomp a gollo.
Ya, pala sandier, disesperi a ran !
Penoz, ma Doue Mars, adare e collan !
Me requet Jupiter zo mest dar c’huruno
Da zisquen voar da ben da foeltra da vempro.
Na vez quet quen hardi, aveurtet ho cavan ;
Gant da oll Doueo e sonjes on trec’han.
Da Doueo ha te ha da oll idolo,
Quement tra infernal a zo en ifernio,
Me a tepre, ma den, gant eur greunen c’hollen,
Hep lavaret marvail nac ar sicour a zen.
O tra epouvantabl ! diaoullo milliguet !
Deut oll, treo infernal, ar vec’h-man em requet ;
Evit saccaji din eman presantamant,
Rac eur revoltet eo en hac e lutanant.
Darho gantan mignon, an dra-ze a zo scler,
Pa vo troet e guein groa neuze e affer.