Avis a ra guenen e clevan an Diaoul
O reï dezan cusuil evit c’hoari e dol.
Tollet evez breman ha divoallet ouzin,
Ne ars muin ma speret, en eum venji a rin.
Or sa, breman ma Barron, petra sonjettu c’houi ?
Ho pedi ran quenta da vont da gombatti.
Sir, avancet heta ma clevin ho toarre,
Escus a c’houlennan dre ma zoc’h eur Roue.
Effrontet fal ma zoc’h, evel se eo parlant
Ouz eun den eveldon a zo quer puissant.
Holla ! en em retiret pe men bo ho puez,
Na bermettin james poussi varnezan re.
C’houi eta, Autro ar C’hondt, a raïo evittan,
Rac er bolonte-ze e zon me deut aman.
He bien ! ya da, quement-se a zo groet.
Or sus, ma soudardet, ha c’houi zo preparet !
M’em boa lavaret mad e vije tom varnout.
Vantrechou ! ha te, Jupiter, hast donnet d’am zicour.
Fors ! n’allan muï pelloc’h, gra evel a guiri ;
Avis a ra guenen e varv ma hizili :
Biscoas ne voe eun den, certen var ar bed-man,
A squiche an Diaoul que ne voa ar C’hondt-man.
Gra e vel a guiri, ar vechi-man e varvan,
Mallos an oll Diaoul ha roan d’ar C’hondt-man.
(Ar Roue a ya quit.)
Men boa bet lavaret quent finissa ar c’hoari,