Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/97

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 93 —

Er fesson ma c’hillin m’ho sicouro bepret.

Ar Baron.

Mar gallan c’hoas eur voech antren er gouent-se,
Biquen compassion n’am bezo evitte,
M’ho lacaï quer munut en tan hac en moguet,
En goad hac en ludu, hep tam true ebed.

Ar C’hondt.

Or sa, var quement-se demp en quer adare,
Evit en eum bourmen: da ober eur bale.

————
Sant Bernard, ar Pap, an Escop, ar C’hardinal.
Sant Bernard a lavar :

Pa deuan da sonjal er C’hondt deus a Boëto,
E sao ma bleo em pen hac e cren va mempro.
Pliche gant ma Doue a zo Crouer dar bed,
E c’hallen c’hoas eur voech er gouent er goellet :
Avis a ra guenen e raffen ma effort
Evit ober dezan goulen mizericord.

An Escop.

Caer oc’h eus laret se, col a ret oc’h amzer,
Nen deus muin a vemoar a Jesus hor Salver.
Biscoas na meus goellet eun den quen revoltet
Evel ma zeo enez, ma c’hridi a ellet ;
Pa er goelis quenta en coler evel se,
E sonjen couls a voa e coljen ma bue,
Ha goudeze arre e creden em c’halon,
Em c’hemere arre vit e brassan mignon.

Ar Pap.

Eun den douguet meurbet eo ar C’hondt a Boëto,
Conqueret en deus tout cazi ar provinço.

Sant Bernard.

Mar gallan c’hoaz eur vech donnet den rancontri
Me raï ma oll effort evit dont d’e zistreï,
Moyennant azistanç auteur ar firmamant.

Ar C’hardinal.

Ne vo caz anezan, ar C’hondt so hep e bar,
Nen deus den er bed-man quer cruel, quen digar.

Sant Bernard.

Poent eo dimp finissa ar recreation,